Titl | Memoirs of a Woman of Pleasure |
---|---|
Labour da-heul | Fanny Hill, Fanny Hill |
Seurt oberenn | romant |
Tachenn | Temoù LGBT el lennegezh, erotica |
Embannadur | Memoirs of a Woman of Pleasure |
Aozer | John Cleland |
Bro orin | Rouantelezh-Unanet |
Yezh an oberenn pe an anv | saozneg |
Deiziad embann | 1748 |
Lec'h an istor | Bro-Saoz, Londrez |
Full work available at URL | https://gutenberg.org/ebooks/25305 |
Statud ar gwirioù-oberour | domani foran, domani foran |
Memoirs of a Woman of Pleasure ("Eñvorennoù ur vaouez a blijadur", brudet evel Fanny Hill, un doare saoznekaat d'an droienn latin mons veneris) zo ur romant erotek saoznek savet gant John Cleland hag embannet e Londrez evit ar wech kentañ e 1748. Skrivet eo bet ar romant pa oa an aozour en toull-bac'h e Londrez, dre ma oa dindan zle.
Kontet eo da vezañ ar c'hentañ skrid pornografek saoznek e komz-plaen, kenkoulz hag ar c'hentañ romant pornografek. Bez' e voe unan eus al levrioù muiañ kondaonet gant al lezenn hag al levr berzetañ en Istor Mab-Den.
Kavout a reer ur stumm eus ar romant embannet gant Peter Sabor ; ouzhpennadurioù displegañ a gaver gant ul lennadur evit kompren gwelloc'h ar c'henarroud. Studiadennoù lies zo bet savet evit kompren munudoù an istor e-keñver an ekonomiezh ha doareoù bevañ ar mare taolennet.